Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/210

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 194 —

Mont a reas en eur gelen dre ar c’heariou hag ar c’heriadennou etrezeg Jerusalem. Unan bennag a lavaras d’ezhan : « Aotrou, ha neubeut int ar re a zo salvet ? » Hen a lavaras d’ezho : « Lakit ho poan da vont dre an or stris, rag me a lavar d’ehoc’h, calz a glasko mont er baradoz ha ne c’hellint ket. Pa vezo eat ebarz an tad a famill ha p’han dezo clozet an or, c’houi a en em lakeio, deuz an dianveaz el leac’h ma viot, da skei var an or en eur lavaret : « Aotrou, digorit d’eomp. » Hag e responto d’ehoc’h : « N’ouzon ket euz a beleac’h oc’h-c’houi. » Neuze ec’h en em lakeot da lavaret : « Drebet hag evet hon deus dirazhoc’h, ha c’houi ho peus kelennet var hor plassennou. » Hag e lavaro d’ehoc’h : « N’ouzon ket euz a beleac’h oc’h-c’houi ; kerzit diouzin, c’houi holl, artizaned fallagriez. » Eno ’ vezo lenv ha scrign dent, pa velot Abraham, Isaac, Jacob hag an holl bropheted e rouantelez Doue, ha c’houi taolet er meaz. Dont a rei euz ar zao-heol hag euz ar c’huz-heol, euz an anter-noz hag euz ar c’hreiz-deiz, hag ho dezo plas er banked e rouantelez Doue, ha setu ar re ziveza, ar baïaned, a vezo da genta, hag ar re genta, an Israelited, a vezo da ziveza. »

Er memez devez Pharisianed a dosteas hag a lavaras : « It kuit, kerzit ac’han, rag Herodes a fell d’ezhan ho laza. » [1] Hag e lavaras d’ezho : « It ha lavarit d’al louarn-ze : setu e cassan

  1. Herodes a ioa carget a droidellou fallagr. En em glevet oa gant ar Pharisianed evit ober aon da Jesus ha pellaat anezhan dioc’h he zouarou.