Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/204

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 188 —

me c’horroio holl frouez va douar gant va danvez, hag e lavarin d’am ene : va ene, aze ’ peus calz madou evit calz bloaveziou : discuiz, dreb, ev, gra tinel vad. » Mes Doue a lavaras d’ezhan : « Den diskiant ! en nozvez-man e vezo goulennet da ene diganez ; hag ar madou a peus destumet, da biou e vezint ? » Evelse eman an hini a zestum evithan he-unan, ha n’eo ket pinvidig hervez Doue.


4 — Eneb soursi traou ar bed

Lavaret a reas adarre d’he ziskiblien : « Setu perag e lavaran d’ehoc’h : na vezit ket nec’het gant ho puez divarbenn ho pevans na gant ho corf divarbenn ho cuiskamant. Sellit ouz ar brini : ne hadont ket ha ne eostont ket, n’ho deus na cao na grignol : ha Doue a vag anezho. Pegement muioc’h egetho e talit-hu ! Piou ac’hanoc’h, gant he holl spered, a c’hell creski he vent deuz eun ilinad ebken ? Mar d-ema eta an traou disterra dreist ho calloud, perag oc’h-hu nec’het gant ar re all ? Sellit ouz al lili penaoz e creskont : ne labouront ket ha ne nezont ket ; mes me lavar d’ehoc’h : Salomon e creiz he holl sked n’oa ket guisket evel unan anezho. Ma teu eta Doue da viska evelse eur ieoten a zo hirio er park hag a vezo varc’hoaz taolet da zêvi, pegement muioc’h ho cuisko, tud a neubeut a feiz ? N’en em lakit ket eta e poan gant ar pez a zrebot pe ar pez a efot ha ne vezit ket nec’het bras. Poblou ar bed a red varlerc’h an holl draou-ze, mes ho Tad a c’hoar ho peus ezom anezho. Claskit eta da genta rouantelez Doue