Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/205

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 189 —

hag he justis, hag an holl draou-ze a vezo roet d’ehoc’h var ar marc’had.

« N’ho pezet ket aon, bandennadic denved, rag plijet eo gant ho Tad rei d’ehoc’h ar rouantelez. Guerzit ho peadra, ma fell d’ehoc’h beza parfet, ha roit aluzen. Grit m’ho pezo ilc’hier ne ziamzeront ket, eun tenzor a jom en envou, el leac’h ne dosta ket al laër ha ne grign ket an tartouz. Rag el leac’h m’ema ho tenzor, eno eman ho calon. »


5 — Divarbenn beza var evez

« Ra vezo gourizou var ho tiou-groazel, evit ma c’hellot sevel outho ho tillad hir ha bale, ha goulou var elum en ho taouarn. Bezit evel tud a c’hortoz distro ho mestr euz an eured evit digeri d’ezhan kerkent ha ma teuio ha ma skoio. Eürus ar jervicherien a vezo cavet dihun gant ho mestr, pa zistroio. E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, lakaat a rei he c’houriz, ober a rei d’ezho mont ouz taol hag e tremeno dirazho evit ho jervicha. Ha ma teu d’an eil loden deuz an noz, ha ma teu d’an trede loden deuz an noz, hag hen caout anezho dihun, eürus ar jervicherien-ze ! Hogen, gouezit an dra-man : ma c’h-anavezfe an ozac’h pe vare e teuio al laër, e chomfe dihun ha ne lezfe ket toulla he di. Ha c’houi, bezit prest ; rag d’an heur ne zonjot ket, Mab an den a deuio. »

Per a lavaras d’ezhan : « Aotrou, d’eomp-ni pe d’an holl ive e lavarit ar barabolen-ze ? » An Aotrou a lavaras : « Piou, a gredes, eo al lodenner leal ha fur a zo lakeat gant ar mestr