Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/203

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 187 —

» Hogen, me lavar d’ehoc’h, an neb piou bennag am anzavo dirag an dud, Mab an den hen anzavo dirag elez Doue ; mes an hini am nac’ho dirag an dud, a vezo nac’het dirag elez Doue.

» Kement hini a gomz a eneb Mab an den a vezo pardonet d’ezhan ; mes an hini a vlasphemo a eneb ar Spered-Santel, a nac’ho, daoust da vouez he goustians, guirionez ar feiz a zo roet d’ezhan gant ar Spered-Santel, ne vezo ket pardonet d’ezhan.

» Pa gassint ac’hanoc’h er synagogou, dirag pennou kear ha tud ar c’hrouarnamant, na vezit ket nec’het penaoz ha petra da respont pe da lavaret ; rag ar Spered-Santel a zesko d’ehoc’h var an heur memez petra rankit da lavaret. »


3 — Eneb an avaristed

Unan bennag a douez ar bobl a lavaras d’ehan : « Mestr, lavarit d’am breur ranna ganen an heritach. » Mes Jesus a respontas : « O den, piou hen deus lakeat ac’hanon da varner pe da ranner etrezhoc’h. »

Hag e lavaras d’an holl : « Taolit evez ha diouallit ouz peb avaristed ; rag buez an den n’eo ket stag ouz niver he zanvez. »

Lavaret a reas d’ezho ar barabolen-man : park eur pinvidik a zougas eost founnus. Hag e sonje hag e lavare outhan he-unan : « Petra ’ rin ? Rag n’em eus ket a blas da c’horren va eost. Setu petra ’ rin, emezhan : me a freuzo va grignoliou, me a reio re vrassoc’h, hag ennho