(S. Lucas XII, 1-59 ; XIII, 1-9.)
En dro da Jesus ec’h en em zalc’he eur bobl tud ker bras ma valeent an eil var egile. Neuze en em lakeas da lavaret d’he ziskiblien : « Diouallit rag goell ar Pharisianed, a zo an hypocrisi. Hogen, n’eus netra goloet ha ne vezo ket disculiet ; netra cuzet ha ne vezo ket gouezet. Rag ar pez ho peus lavaret en denvalijen a vezo lavaret er sclerijen, hag ar pez oc’h eus scuillet er scouarn e diabarz ar c’hrampou a vezo embannet var an toennou. »
« Me lavar d’ehoc’h, va mignoned, na vezit ket spontet gant ar re a laz ar c’horf, ha goudeze ne c’hellont mui ober netra. Mont a ran da ziscuez d’ehoc’h piou a dleit douja : doujit an hini hen deus galloud d’ho cass d’an ifern goude beza tennet ar vuez diganeoc’h. Ia, me ’ lavar d’ehoc’h ; doujit hennez.
» Daoust ha pemp filip ne vezont ket guerzet daou venneg ? Goulzgoude, nicun anezho n’eo ancounac’heat dirag Doue. Mes bleo ho penn memez a zo holl niveret. Setu perag n’ho pezet ket aon : c’houi a dal muioc’h eged meur a filip.