« E guirionez, e guirionez, me a lavar d’ehoc’h,
an hini ne d-a ket dre an or e craou an
denved, mes a bign dre eul leac’h all, a zo eul
laer hag eur ribler. Mes an hini a ia dre an or
a zo pastor an denved. An den a ziouall an or
a zigor d’ezhan, hag an denved a glev he
vouez. Gervel a ra dre ho hano an denved a zo
d’ezhan etouez an denved all a vez lakeat e
craou boutin ar c’harter, hag e cass anezho er
meaz. P’han deus casset er meaz an denved a
zo d’ezhan, e kerz en ho raog, hag an denved
a heul anezhan, abalamour ma c’h-anavezont
he vouez. Ne heuilhont ket eun den all, mes
tec’het a reont diouthan, abalamour ne anavezont
ket mouez an dud all. »
Jesus a lavaras d’ezho ar barabolen-ze, mes ne anavezjont ket deuz petra e comze dezho.
Jesus eta a lavaras d’ezho adarre : « E guirionez, e guirionez, me a lavar d’ehoc’h, me eo dor an denved. Kement hini a zo deut, eb beza casset gant Doue, mestr an denved, a zo laëron ha riblerien, hag an denved n’ho deus ket ho zilaouet. Me eo an or. An neb a ielo ebarz dreizon a vezo saveteet, hag e ielo ebarz, hag ez ei er meaz, hag e cavo peuri. Al laër ne deu nemet evit laëres, laza ha coll. Me a zo deut evit m’ho dezo ar vuez ha m’ho dezo founnussoc’h.