Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/195

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 179 —

Ma ne vije ket hennez euz Doue, n’hen dije gellet ober netra. » Hi a respontas d’ezhan : « Te a zo ganet penn da benn er pec’hejou, hag e roes d’eomp kentelliou ! »

Hag e taoljont anezhan er meaz euz ar Synagog, dre an excommunugen.

Jesus a glevas e taoljont anezhan er meaz, hag o veza he gavet, e lavaras d’ezhan : « Credi a res e Mab Doue ? » — « Aotrou, emezhan, piou eo, evit ma credin ennhan ? » — « He velet e peus, a lavaras Jesus ; an hini a goms ouzid, hennez eo. » Lavaret a reas neuze : « Aotrou, credi a ran. » Hag en eur stoui ec’h adoras anezhan.

Jesus a lavaras : « Me a zo deut er bed evit dougen ar varnedigez-man : ar re ne velont ket a velo, hag ar re a vel a deuio da veza dall. Ar re a lavar eb troidellerez ho deus ezom sclerijen evit ho ene a vezo sclerijennet gant Doue : ar re a lak’ ho fizians en ho gouiziegez ho-unan hag a bella dioutho va c’helennadurez a vezo scoet gant dallentez an ene. » [1]

Clevet e oue gant lod deuz ar Pharisianed a ioa ganthan, hag e lavarjont d’ezhan : « Daoust ha ni a zo dall ? » Jesus a lavaras d’ezho : « Ma vijec’h bet dall, n’ho pije pec’hed ebed. Mes breman e lavarit : ni a vel. Ho pec’hed a jom. »


~~~~~~~~
  1. Allioli, in Jo. IX, 39.