Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/194

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 178 —

ez eo ganet dall. Mes penaoz e vel breman ? ne c’houzomp ket ; ha piou hen deus digoret he zaoulagad ? ne c’houzomp ket. Goulennit outhan ; oad hen deus : ra gomzo deuz ar pez a zell outhan. »

He gerent a gomzas evelse gant aon rag ar Jusevien a ioa en em glevet etrezho da daoler er meaz euz ar Synagog an neb a lavarje oa Jesus ar C’hrist. Setu perag he gerent a lavaras : « Oad hen deus, goulennit outhan. »

Gervel a rejont eta a nevez an den a ioa bet dall hag e lavarjont d’ezhan : « Ro gloar da Zoue, lavar ar virionez evit enori Doue, a zo ar virionez he-unan. Ni a c’hoar ez eo an den-ze eur pec’her. » — « Ez eo eur pec’her, emezhan, ne c’houzon ket ; eun dra ebken a c’houzon : dall oan ha breman e velan. »

Hi a lavaras d’ezhan : « Petra hen deus great d’id ? Penaoz hen deus roet d’id ar gueled ? » Hen a respontas : « Lavaret am eus d’ehoc’h dija ha clevet ho peus. Perag e fell d’ehoc’h clevet adarre ? Ha c’hoantaat a rit-hu dont da veza he ziskiblien ? » Taoler a rejont varnhan malloziou hag e lavarjont : « Bez he ziskibl, te ; ni a zo diskiblien Moyses. Ni a c’hoar hen deus Doue comzet da Voyses ; evit heman, ne c’houzomp ket euz a beleac’h eo. » An den-ze a lavaras d’ezho : « Souezus eo ne c’houezfac’h ket euz a beleac’h eo, p’han deus digoret va daoulagad : gouzout a reomp ne vez ket silaouet ar bec’herien gant Doue ; mes an hini a enor Doue hag a ra he volontez, hennez a vez silaouet. Biscoaz n’eus bet clevet hen dije unan bennag roet ar gueled da eun den ganet dall.