Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/193

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 177 —

outhan. » Hen avad a lavare : « Me eo. » — « Penaoz, emezho, eo bet digoret da zaoulagad ? » Hag e respontas : « An den-ze a zo hanvet Jesus hen deus great pri, hen deus he lakeat var va daoulagad hag hen deus lavaret d’in : « Kea da en em voalc’hi e lenn Siloe. » Hag ez oun eat, ez oun en em voalc’het, hag e velan. » Lavaret a rejont d’ezhan : « E peleac’h eman hennez ? » — « Ne c’houzon ket, emezhan. »

Cass a rejont an hini a ioa bet dall da gaout ar Pharisianed. Hogen, ar Sabbat oa, p’han doa Jesus great pri ha digoret daoulagad an hini dall. Ar Pharisianed eta a c’houlennas adarre outhan penaoz hen doa bet ar gueled. Hen a lavaras d’ezho : « Pri hen deus lakeat d’in var va daoulagad, en em voalc’het oun hag e velan. » Lod deuz ar Pharisianed a lavare : « An den-ze ne deu ket a berz Doue. p’e guir ne vir ket ar Sabbat. » Lod all a lavare : « Penaoz e c’hell eun den pec’her ober hevelep burzudou ? » Ha n’en em glevent ket etrezho.

Lavaret a rejont adarre d’an hini dall « Ha te, petra ’ lavares divarbenn an hini he deus digoret da zaoulagad ? » Hen a respontas : « Eur prophet eo. »

Ar Jusevien ne gredjont ket, araog beza galvet he gerent, ez oa bet dall an den-ze hag hen doa bet ar gueled. Goulen a rejont outho : « Daoust hag heman eo ho mab, an hini a lavarit a zo ganet dall ? Penaoz e vel breman ? » He dad hag he vamm a respontas « Gouzout a reomp ez eo heman hor mab hag