Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/197

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 181 —

« Me eo ar pastor mad. Ar pastor mad a ro he vuez evit he zenved. Mes ar gopraer, an hini n’eo ket pastor ha n’int ket dezhan an denved, a vel ar bleiz o tont, a lez eno an denved hag a dec’h. Neuze ar bleiz a scrap hag a zistaol an denved e peb tu. Ar gopraer a dec’h abalamour ma ’z eo eur gopraer ha n’ema ket e chal gant an denved.

» Me eo ar pastor mad ; me ’ anavez va denved hag hi am anavez, evel an Tad am anavez ha ma c’h-anavezan an Tad ; ha me a ro va buez evit va denved. Denved all em eus ha n’emaint ket etouez ar vanden-man ; red eo d’in ho digass : clevet a reint va mouez ha ne vezo nemet eur vanden denved ha nemet eur pastor.

» An Tad am c’har, abalamour ma roan va buez, evit he c’hemeret a-nevez. Den ne lam va buez diganen ; mes ac’hanon va-unan e kuitaan anezhi : galloud am eus d’he c’huitaat ha galloud am eus d’he c’hemeret a-nevez. Ar gourc’hemen-ze am eus bet digant va Zad. »

Ar Jusevien n’en em glevjont ket adarre abalamour d’ar c’homzou-ze. Calz en ho zouez a lavare : « Eun drouc-spered a zo ennhan ha ec’h alter : perag he zilaouit-hu ? » Lod all lavare : « N’eo ket evelse e comz eun den kemeret gant an drouc-spered. Daoust hag an drouc-spered a c’hell digeri daoulagad ar re zall. »


————