Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/181

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 165 —

vez hag a c’hoar euz a beleac’h oun [1] ; goulzgoude n’oun ket deut ac’hanon va-unan, mes an hini hen deus va c’hasset a zo guirion, ha c’houi ne anavezit ket anezhan. Me hen anavez, abalamour ma ’z oun anezhan ha m’hen deus va c’hasset. » [2]

Clask a reat eta cregi e Jesus, mes nicun ne lakeas he zaouarn varnhan, abalamour n’oa ket c’hoaz deut he heur. Hogen, etouez ar foul, calz a gredas ennhan hag a lavare : « Pa deuio ar C’hrist, daoust hag e reio muioc’h a viraclou eged ne ra heman ? » Pharisianed a glevas ar bobl o lavaret e cuz an traou-ze divar he benn. Setu perag ar pennou-bras hag ar Pharisianed a gassas goardou da gregi ennhan.

Jesus a lavaras d’an dud : « Me a zo c’hoaz ganehoc’h evit eun neubeud amzer, hag ez an daved an hini hen deus va c’hasset. Clask a reot ac’hanon ha n’am c’havot ket, rag c’houi ne c’hellit ket dont el leac’h m’emaon. » Ar Jusevien a lavaras an eil d’egile : « Da beleac’h e tle mont, evit ne gavimp ket anezhan ? Daoust hag e tle mont etouez ar Jusevien a zo skignet e creiz ar boblou ? Ha kelen a dle ar baianed ? Petra ’ c’hoanta lavaret dre ar geriou-man : clask a reot ac’hanon ha n’am c’havot ket ; ha : ne c’hellit ket dont el leac’h m’emaon ? » Jesus, evel Doue, a zo ato en env,

  1. C’houi ’ anavez va hano ha va c’herent, mes ne c’houezit ket piou oun e guirionez.
  2. Me hen anavez mad, rag he Vab oun hag he gannad oun. S. Aug. ap. Allioli. in Jo. VII, 29.