Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/182

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 166 —

hag abarz nemeur, e tistroio di gant he natur den. [1]

Goulzgoude, beb mintin, hed eizved ar gouel, e veze kerc’het dour euz feunteun Siloe hag e veze scuillet divar an aoter, epad ma cane ar bobl comzou ar prophet Isaias : c’houi a denno dour gant joa euz feunteuniou ar Zalver. Hogen, d’an deiz bras a echue ar gouel, Jesus a en em zalc’he en he za hag a lavare a vouez huel ; « An neb piou bennag hen deus sec’hed a c’hras hag a zantelez, ra deuio davedon ha ra efo ! An hini a gred ennon, euz he galon, evel ma lavar ar Scritur, e redo steriou dour beo. » Jesus a lavare an dra-ze divar benn ar Spered a dlie receo an dud a gredje ennhan ; hag ar Spered n’oa ket c’hoaz roet, abalamour Jesus n’oa ket c’hoaz eat en he c’hloar. Dour Siloe a ioa eur skeud deuz ar c’hras a dlie ar Spered-Santel scuill var an eneou goude ma lamje Jesus pec’hejou ar bed ha ma pignje en envou da gass ar Spered a zantelez.

Pa glevjont ar c’homzou-ze, darn a lavare er foul : « Hennez eo ar Prophet e guirionez. » Darn all a lavare : « Hennez eo ar C’hrist. » Mes hiniennou a responte : « Daoust hag ar C’hrist a deu euz ar Galilee ? Ha ne lavar ket ar Scritur e teu ar C’hrist euz ouenn David hag euz keriaden Bethlehem, el leac’h m’edo David ? »

Ar bobl eta n’en em gleve ket divar he benn. Lod a felle d’ezho cregi ennhan, mes nicun ne lakeas he zaouarn varnhan. Ar goardou

  1. S. Augustin, in Jo. III, 13.