Mont d’an endalc’had

Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/180

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 164 —

gasset, hennez a zo guirion ha n’eus ket ennhan a zislealded.

» Daoust ha n’eo ket Moyses hen deus roet d’ehoc’h eul lezen ? Ha den en ho touez ne heul al lezen. Perag e claskit-hu va laza, e giz m’am bije torret al lezen ? » Ar bobl, abalamour ne anaveze ket menoz ar pennou-bras eneb Jesus, a respontas : « Kemeret oc’h gant an drouc-spered : piou a glask ho lakaat d’ar maro ? » Jesus a lavaras d’ezho : « Eun dra ebken am eus great, parea da zeiz Sabbat e lenn Bethsaïda eun den seizet he izili, hag emaoc’h holl er meaz ac’hanoc’h hoc’h-unan. Abalamour m’han deus Moyses roet d’ehoc’h ar zirconcision, — n’eo ket ma teufe digant Moyses, mes digant ar batriarched — e rit anezhi var eun den, memez d’ar Sabbat. Hogen, ma vez roet d’ar Sabbat ar zirconcision da eun den, evit ne vezo ket torret lezen Moyses, perag e kemerit-hu droug ouzin abalamour m’am eus pareet eun den penn da benn da zeiz ar Sabbat ? Ne varnit ket hervez an dianveaz, mes dougit eur varnedigez just. »

Darn euz tud Jerusalem, hag a anaveze menoz fall ar pennou-bras, a lavare : « Ha n’eo ket heman an hini a glasker lakaat d’ar maro ? Ha setu e prezeg dirag an holl, ha ne lavarer netra d’ezhan. Daoust hag ar pennou-bras ho deffe anavezet a dra zur ez eo hen ar C’hrist ? Mes ni a c’hoar euz a beleac’h eo heman. Hogen, pa deuio ar C’hrist, den na c’houezo euz a beleac’h eo. » Jesus eta a gelenne a vouez huel en templ hag a lavare : « C’houi am ana-