(S. Iann, VII, 11-53 ; VIII, 1.)
Ar Jusevien a glaske Jesus epad ar gouel
hag a lavare : « E peleac’h eman-ta ? » Calz
safar a ioa er foul divar he benn. Darn a lavare :
« Eun den mad eo. » Darn all a lavare :
« Nann, mes touelli a ra an dud. » Nicun
goulzgoude ne gomze anezhan dirag an holl,
gant aon rag ar Jusevien, da lavaret eo,
pennou bras ar bobl.
E creiz eizved ar gouel, Jesus a bignas en templ hag a en em lakeas da gelen. Ar Jusevien estlammet a lavare : « Penaoz ec’h anavez ar Scrituriou, hen n’eo ket bet er scoliou ? » Jesus a respontas d’ezho : « Va c’helennadurez ne deu ket diganen, mes digant an hini hen deus va c’hasset. Ma fell da unan bennag ober ioul an hini hen deus va c’hasset, ec’h anavezo hag ar gelennadurez-se a deu digant Doue pe e comzan ac’hanon va-unan. An hini a gomz anezhan he-unan a glask he c’hloar he-unan ; mes an hini a glask gloar an hini hen deus he