Mont d’an endalc’had

Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/178

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 162 —

« Piou deuz an tri-ze, a gav d’id, a zo bet nessa an den a gouezas etre daouarn al laëron ? » An doctor a respontas : « An hini a zo bet trugarezus en he genver. » Jesus a lavaras d’ezhan : « Kea, ha te, gra evelse. » [1]

Epad ma edo Jesus en hent, e c’hoarvezas ganthan mont en eur geriaden, e Bethanii, var dro tri-c’hart leo dioc’h Jerusalem. Eur vaouez, hanvet Martha, a zigemeras anezhan en he zi. Bez’ he doa eur c’hoar, hanvet Mari, hag a zilaoue, azezet e-harz he dreid, comzou an Aotrou. Goulzgoude Martha a drevelle var dro calz traou da jervicha. Chom a reas a za hag e lavaras : « Aotrou, ne daolit ket evez e lez va c’hoar an holl jervich ganen da ober ; lavarit d’ezhi ta sicour ac’hanon. » Jesus a lavaras d’ezhi : « Martha, Martha, nec’het ha tregasset out gant calz traou. Hogen, eun dra ebken a zo red. Mari he deus choazet al loden vella, ha ne vezo ket tennet diganthi. »


————
  1. Hervez holl dadou an Iliz, an den-ze a zisken euz Jerusalem hag a zo lezet noaz hag anter-varo gant al laëron eo an dud couezet e creiz poaniou ar vuez varlerc’h pec’hed Adam, divisket euz gras Doue dre zouellerez an drouc-sperejou, glazet gant ar pec’hed orijinel ha condaonet d’ar maro. Beleg ha levit al lezen goz n’ho deus ket gellet parea ho goullou. Jesus-Christ, ar Samaritan carantezus, a zav anezho euz ho stad reuzeudic, a ro d’ezho ar pare gant eol ha guin he zacramanchou, ho c’hass en he Iliz hag ho lakaa etre daouarn ar bastored.