pez a velit, ha n’ho deus ket guelet ; da glevet ar pez a glevit, ha n’ho deus ket clevet. »
Ha setu eun doctor a zavas evit amprou Jesus hag a lavaras : « Mestr, petra ’m eus da ober evit caout ar vuez peurbadus ? » Jesus a lavaras d’ezhan ; « Petra ’ zo scrivet el lezen ? Petra lennes ebarz ? » Hen a respontas : « Caret a ri an Aotrou da Zoue euz da holl galon, euz da holl ene, euz da holl nerz hag euz da holl spered, ha da nessa eveldot da unan. » — « Respontet mad e peus, eme Jesus ; gra ze hag e vevi. » Mes hen, c’hoant d’ezhan da ziscuez n’oa ket he c’houlen eb abeg, a lavaras da Jesus : « Ha piou eo va nessa ? » Jesus a gemeras tro da lavaret :
« Eun den a ziskenne euz Jerusalem da Jericho, hag e couezas etre daouarn laëron. Ar re-man hen diviskas, hen goloas a c’houliou hag a ieas kuit en eur lezel anezhan anter-varo. Hogen, c’hoarvezout a reas ma tiskenne eur beleg gant ar memez hent ; hag o veza guelet anezhan, ez eas ebiou. Eul levit, pe eun den deuz rumm-dud Levi hag a jerviche ar beleg juseo en templ, o veza digouezet e kichen al leac’h-se, a velas anezhan hag a ieas ive ebiou. Mes eur Samaritan, oc’h ober hent, a zigouezas ganthan, hag ouz he velet, a gemeras truez. O veza tosteat e scuillas eol ha guin var he c’houliou hag e liammas anezho. Goudeze hel lakeas var he loan, her c’hassas d’an hostaliri hag e kemeras soursi anezhan. Antronoz e tennas daou ziner hag ho roas d’an hostis en eur lavaret : « Bez soursi anezhan, ha me a baeo d’id, pa zistroin, kement a zispigni ouspenn. »