Mont d’an endalc’had

Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/176

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


NAVET PENNAD
Distro an diskiblien. Parabolen ar Samaritan. Martha ha Mari.
(S. Lucas, X, 17-42)
————


An daouzeg ha tri-ugent a zistroas gant levenez en eur lavaret : « An diaoulou ho-unan a bleg d’eomp en hoc’h hano. » Hag e lavaras d’ezho : « Me a vele Satan o coueza euz an env evel eul luc’heden. Setu em eus roet d’ehoc’h ar c’halloud da vale var an aëred, ar c’hruged hag holl nerz an enebour, ha netra ne c’hello noazout d’ehoc’h. Goulzgoude na vezit ket laouen abalamour ma pleg d’ehoc’h an diaoulou, mes abalamour ma ’z eo scrivet hoc’h hanoiou en env. »

D’an heur-ze Jesus a dridas er Spered-Santel hag a lavaras : « Me ho meul, o Tad, mestr an env hag an douar, abalamour m’oc’h eus cuzet an traou-ze ouz ar re vouisiec hag ouz ar re fur ha m’oc’h eus discleriet anezho d’ar re vihan. Mad eo, o Tad, p’e guir eo plijet evelse ganehoc’h.

« Peb tra a zo lakeat etre va daouarn gant va Zad. Ha den ne c’hoar piou eo ar Mab, nemet an Tad ; ha den ne c’hoar piou eo an Tad, nemet ar Mab hag an hini a vezo fellet d’ar Mab discleria d’ezhan. »

Hag oc’h en em zistrei varzu he ziskiblien e lavaras : « Eürus an daoulagad a vel ar pez a velit. Me a lavar d’ehoc’h, calz propheted ha calz rouaned ho deus bet c’hoant da velet ar