Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/175

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 159 —

great da Zodom ker goas ha d’ar gear-ze. Maleur d’id-de, Corozaïn ! Maleur d’id-de, Bethsaïda ! Rag ma vije bet great e Tyr hag Sidon ar burzudou a zo bet great ennhoc’h, abaoue pell amzer ho dije azezet evit ober pinijen er zae-reun hag el ludu. Setu perag d’ar varn ne vezo ket great da Dyr ha da Zidon ker goas ha d’ehoc’h-c’houi. Ha te, Capharnaum, a en em zav beteg an env, te a vezo discaret beteg goueled an ifern.

An neb ho silaou am zilaou ; an neb ho tisprij am disprij. An neb a zisprij ac’hanon a zisprij an hini hen deus va c’hasset.


————