Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/167

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 151 —

Evelse, ar bihanna ac’hanoc’h holl eo ar brassa. »


2 — Piou ’ zo a du gant an diskiblien

Iann a lavaras neuze : « Mestr, guelet hon deus unan o cass kuit an diaoulou en hoc’h hano ; mes miret hon deus outhan, abalamour n’hoc’h heul ket ganeomp. » Jesus a respontas : « Na virit ket outhan ; rag den ne c’hall ober eur miracl em hano ha comz fall dioc’htu divar va fenn. An hini n’ema ket a eneb d’ehoc’h, pa ’z eus hano deuz burzudou, a zo a du ganehoc’h. Mes, pa ’z eus hano deuz kelennadurez n’eo ket ar memes tra. »


3 — Divarbenn ar goall-scuer

« An neb a roio d’ehoc’h da efa em hano eur verennad dour, abalamour ma ’z oc’h d’ar C’hrist, me a lavar d’ehoc’h e guirionez, ne gollo ket he bae. Mes an hini hen dezo goall scueriet unan deuz ar re vihan-ze a gred ennon, guelloc’h e vije d’ezhan e ve staget ouz he c’houzoug unan deuz ar mein milin-ze a dro an azen, hag e ve taolet e goueled ar mor. Maleur d’ar bed, abalamour d’he voall-scueriou ; mes maleur d’an den a zeu ar goall-scuer dreizhan !

» Ma ’z eo da zorn an abeg pec’hi evidot, troc’h anezhan. Guelloc’h eo d’id mont mac’hagniet d’ar vuez, eget mont gant daou zorn d’an ifern, en tan ne c’heller ket da laza, el leac’h ho frenv d’an dud daonet ne varv ket an tan ne vez ket mouget. Ha ma ’z eo