Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/166

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


SEIZVET PENNAD
Kentelliou d’an diskiblien (S. Vaze, XVIII, 1-35 ;
S. Marc, IX, 32-49 ; S. Lucas, IX, 46-50).
————


1 — Divarbenn an izelded a galon

D’ar mare-ze, epad ma edont en ti e Capharnaüm, diskiblien a dosteas ouz Jesus, hag hen a c’houlennas outho : « Deuz petra e comzec’h-c’houi epad an hent ? » Mes hi a dave. Evit guir, epad an hent e sonjent hag e tebatent etrezho evit gouzout piou oa ar brassa en ho zouez. Hogen, Jesus a vele sonjou ho c’halon. Erfin e lavarjont : « Piou, var ho meno, eo ar brassa e rouantelaz an env ? » Jesus, oc’h azeza, a c’halvas an daouzeg, n’e ket evit discleria piou a vije ar brassa, mes ar zantela, hag a lavaras dezho : « Ma fell da unan bennag beza ar c’henta, ra vezo an diveza deuz an holl ha servicher an holl. » Goudeze, o veza galvet eur c’hrouadur bihan, e crogas ennhan, hel lakeas en he za tost d’ezhan hag en ho c’hreiz, her briatas, hag e lavaras d’ezho : « E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, ma ne jenchit ket ha ne deuit ket henvel ouz bugale vihan, ne d-eot ket e rouantelez an envou. An neb a en em izelaio evel ar c’hrouadur-man a vezo ar brassa e rouantelez an envou. Digemeret unan deuz ar re vihan-ze em hano, unan deuz va diskiblien henvel outho, a zo va digemeret ; hag an neb hen dezo va digemeret, n’am digemer ket ebken, mes ive an hini hen deus va c’hasset.