Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/168

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 152 —

da droad eun abeg pec’hi evidot, troc’h anezhan. Guelloc’h eo d’id mont camm d’ar vuez peurbadus eged beza taolet gant daou droad e ifern an tan ne c’heller ket da laza, el leac’h ho frenv ne varv ket hag an tan ne vez ket mouget. Ha ma ’z eo da lagad eun ebeg pec’hi evidot, diframm anezhan. Guelloc’h eo d’id mont e rouantelez Doue gant eul lagad neubeutoc’h eged beza taolet gant daou lagad e ifern an tan, el leac’h ho frenv ne varv ket hag an tan ne vez ket mouget. Rag peb hini en ifern a vezo sallet gant an tan. [1]

» Peb hosti, peb den a c’houezo en em zacrifia da Zoue o troc’ha hag o tiframma, a vezo sallet gant holen ar c’hras. An holen a zo mad. Hogen, ma ’z eo deut da veza goular, gant petra e vezo blazet ? Bezit ennhoc’h holen, ha bezit ar peoc’h etrezhoc’h, eb rendaeli divar benn ar renk kenta. »


4 — Talvoudegez an eneou

« Diouallit eta da zisprij unan deuz ar re vihan-ze, rag, me a lavar d’ehoc’h, ho elez en envou a vel bepred fas va Zad a zo en envou. Mab an den a zo deut da zavetei ar pez a ioa eat da goll. Petra ’ gav d’ehoc’h ? M’han deus eun den cant danvad ha ma ’z eus unan dianket, ha ne lez ket naonteg ha pevar ugent er meneziou evit mont da glask an hini dianket ? Ha ma tigouez d’ezhan caout anezhan, e guirionez me a lavar d’ehoc’h, muioc’h a

  1. Tan an ifern a zo egiz eun holen hag a vir an dud daonet.