Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/163

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 147 —

Beteg pegeit ho couzanvin ? Digassit d’in ar c’hrouadur-ze. » Digasset e oue, ha kerkent ma velas Jesus, an diaoul a hejas ar c’hrouadur hag he daolas d’an douar, el leac’h ma c’h-en em ruille en eur eonenni. Jesus a c’hroulennas ouz an tad : « Abaoue pegeit e c’hoarvez an dra-ze gant-han ? » — « Abaoue he vugaleach, emezhan, hag aliez hen deus he daolet en tan hag en dour evit he goll. Ma c’hellit ober eun dra bennag, sicourit ac’hanomp gant truez ouzomp. » Jesus a lavaras d’ezhan : « Ma c’helles credi, peb tra a c’hell beza d’an neb a gred. » Tad ar c’hrouadur a grias dioc’h-tu en eur scuill daelou : « Credi a ran, Aotrou. Sicourit va discredoni. »

Neuze Jesus, o velet ar foul a zirede, a c’hourdrouzas ar spered hudur en eur lavaret d’ezhan : « Spered bouzar ha mut, me c’hourchemen d’id, kea er meaz anezhan ha ne d-a ket ennhan hiviziken. » Mont a reas kuit en eur ioual hag en eur heja anezhan gant calz a rustoni. Ar c’hrouadur a deuas evel maro, ma lavare calz tud : « Maro eo. » Mes Jesus, o veza kemeret he zorn, a zibradas anezhan hag he zavas. Pareet oa var an heur ha Jesus a roas anezhan d’he dad. An holl a ioa souezet gant brasder Doue.

Pa ’z eas Jesus en eun ti, he ziskiblien a dosteas hag a c’houlennas outhan e cuz : « Perag ta ni n’hon deus ket gellet he gass kuit ? » — « Abalamour d’ho tiscredoni, emezhan. E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, ma ho pije feiz kement hag eur c’hreunen zezo, c’houi a lavarfe d’ar menez-man : tremen ac’han du-ze, hag e