Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/164

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 148 —

tremenfe, ha n’eus netra ne c’helfac’h ket da ober. [1] Evit ar seurt diaoulou-ze, ne c’hellont beza casset kuit nemet dre ar beden hag ar iun. »

O veza pelleat ac’hano e treuzent ar Galilee ha ne felle ket d’ezhan e c’houezfe nicun. Mes, e giz an holl a estlamme dirag an holl draou a rea, e lavaras d’he ziskiblien : « Lakit ar geriou-man en ho calon : Mab an den a vezo lakeat etre daouarn an dud, hag e lazint anezhan, ha maro, e savo beo d’an trede deiz. » An diskiblien a oue glac’haret bras. Mes ne c’houient ket petra ’ lavare ; ar c’homzou-ze a ioa goloet evitho ha ne gomprenent ket anezho. Goulzgoude ne gredent ket goulen sclerijen divar-benn an dra-ze.

Pa ouent digouezet e Capharnaüm, recevourien an didragm, pe ar pez eiz real a ranke peb juseo paea d’an templ hervez lezen Moyses, [2] a deuas da gaout Per hag a lavaras d’ezhan : « Daoust hag ho mestr ne bae ket an didragm ? »

— « Eo vad, a respontas Per. » O veza eat en ti, Jesus a ziarbennas Per en eur lavaret : « Petra ’ gav d’id, Simon ? Rouaned an douar, digant piou e recevont-hi ar guiriou hag an taillou ? Digant ho bugale, pe digant an estren ? » Hen a respontas : « Digant an estren. » — « Neuze ta, eme Jesus, ar vugale a zo discarg, ha me, Mab Roue an envou, a zo

  1. Eur feiz guirion, ha pa ve bihan evel eur chreunen zezo, a c’hell ober traou bras. S. Iann Chrys. Hom. LXVII, in Mat.
  2. Fillion, in Mat. XVII, 23. Cf. Ex. XXX, 13.