(S. Vaze, XVII, 14-26 ; S. Marc, IX, 13-31 ; S. Lucas, IX, 37-45).
Antronoz, pa ziskennas divar ar menez da
gaout he ziskiblien, e velas eur foul vras en
dro d’ezho ha doctored a rendaele outho. Kerkent
ha ma velas Jesus, ar bobl holl a oue
sebezet ha carget a spont evel ma vije chomet
var he dal eun dra bennag deuz gloar an
Thabor. Goulzgoude e tiredjont d’he zaludi.
Jesus a c’houlennas outho : « Divar benn petra
a rendaelit-hu etrezoc’h ? » Eun den a deuas
euz ar foul da en em daoler var bennou he
zaoulin dirazhan, hag a grias : « Aotrou, me
ho ped, sellit ouz va c’hrouadur, va mab unic ;
hen digasset em eus d’ho caout ; bezit truez
outhan, rag gant an droug-huel eman, eur
spered hen deus a lak’ anezhan mut, ha calz
hen deus da c’houzanv. E peb leac’h ma vez
kemeret gant ar spered, ar c’hrouadur a daol
criadennou, a vez stlejet ganthan d’an douar,
a en em zifret, a eonen, a scrign he zent hag a
zizec’h. Ar spered ne d-a kuit nemet gant
poan, goude beza he zispennet. Hen lakeat em
eus dirag ho tiskiblien en eur bedi anezho da
gass-kuit au diaoul, ha n’ho deus ket gellet he
barea. »
Jesus a respontas d’ezho : « O ouenn difeiz ha fallagr, beteg pegeit e vezin-me ganehoc’h ?