Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/161

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 145 —

anezhan. » O clevet ar vouez-se, an diskiblien a gouezas var ho bizach d’an douar hag a oue spontet. Jesus a dosteas hag a douchas outho en eur lavaret : « Savit, ha n’ho pezet ket aon. » O veza savet ho daoulagad ha sellet en dro d’ezho, ne veljont den ebed mui nemet Jesus. Rag epad ma comze ar vouez, Jesus a jomas he-unan.

En eur zisken divar ar menez, Jesus a reas d’ezho ar gemennadurez-man : « Na lavarit netra da zen deuz ar pez oc’h eus guelet, beteg ma savo Mab an den a douez ar re varo. » Tevel a rejont, hag en deveziou-ze, ne lavarjont netra da zen deuz ar pez ho doa guelet. Mes clask a reant etrezho petra zinifie : beteg ma savo a douez ar re varo. Evelato e rejont ar goulen-man ouz Jesus : « Perag e lavar ar Pharisianed hag an doctored e tle Elias dont da genta ? » Jesus a respontas d’ezho : « Elias a dle dont e guirionez da genta evit lakaat peb tra er stad m’edo araog. Me a lavar d’ehoc’h, Elias a zo deut dija, ha n’ho deus ket hen anavezet ; mes, evel m’eo scrivet divar he benn, great ho deus d’ezhan kement a zo plijet gantho. En hevelep doare Mab an den a c’houzanvo calz deuz ho ferz hag a vezo disprijet, evel m’eo scrivet divar he benn. » Neuze an diskiblien a gomprenas hen doa comzet d’ezho deuz Iann Vadezour a zo deut da lakaat an dud e feiz ho zadou, pa ziskennas Mab Doue evit savetei ar bed, evel Elias a deuio dirazhan, hervez ar prophet Malachias, pa ziskenno evit barn ar bed.


————