(S. Vaze, XVII, 1-13 ; S. Marc, IX, 1-12 ; S. Lucas, IX, 28-36).
C’huec’h devez goude, Jesus a gemeras ganthan
Per, Jakes ha Iann, he vreur, hag ho
c’hassas var eur menez huel ha distro. En em
lakaat a reas da bedi, hag epad ma pede, e
kemeras eur furm nevez dirazho : he vizach a
lugernas evel an eol, he viskamant a deuas da
veza guenn ha skedus evel an erc’h, ker guenn,
ma ne c’hell ket ar c’hommer rei d’ar mezer var
an douar eun hevelep cander. Ha setu daou
zen a deuas da gomz ganthan, Moyses hag
Elias, hag ez oant caer da velet. Comz a reant
deuz ar maro a dlie Jesus ober e Jerusalem.
Goulzgoude Per hag he genvreudeur a ioa pounnereat gant ar c’housked. Pa ziorfiljont, e veljont he c’hloar hag an daou zen a ioa ganthan. Edont o vont kuit diouthan, pa lavaras Per d’ezhan : « Mestr, aman eo brao beza ; mar kirit, greomp aman tri delt, unan evidhoc’h, unan evit Moyses hag unan evit Elias. » Ne c’houie ket petra ’ lavare.
N’oa ket peurachuet he gomz ganthan ma teuas eur c’hoabren lugernus da c’holo anezho. An diskiblien a gemeras aon ouz ho guelet o vont er goabren. Hag anezhi e teuas eur vouez hag a lavare : « Heman eo va Mab muia-caret, am eus lakeat ennhan va flijadur : silaouit