Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/157

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


PEVARE PENNAD
Per a anzao he feiz hag a zo lakeat da vean-diazez en Iliz. Jesus a ziscler he bassion.
(S, Vaze, XVI, 13-28 ; S. Marc, VIII, 27-39 ; S. Lucas, IX, 18-27).
————


Jesus a scoas gant he ziskiblien varzu keriadennou Cesaree Philipp. Epad an hent, he-unan gantho, e pede, ha goudeze e reas outho ar goulen-man : « Petra ’ lavar an dud divar benn Mab au den ? Evit piou am c’hemeront ? » Hi a respontas : « Darn evit Iann Vadezour, darn evit Elias, darn all evit Jeremias pe evit unan deuz ar bropheted coz distroet e buez. » Jesus a lavaras d’ezho : « Ha c’houi, piou a lavarit oun-me ? » Simon-Per a respontas : « C’houi eo ar C’hrist, Mab an Doue beo. » Jesus a lavaras d’ezhan : « Te a zo eürus, Simon, mab da Iann, rag n’eo ket ar c’horf nag ar goad, n’eo ket skiant an den na mouez he ioulou, ho deus discleriet an dra-ze d’id, mes va Zad a zo en envou. Ha me a lavar d’id ez out Per, Mean, ha var ar mean-ze me a zavo va Iliz ; ha rouantelez an ifern ne vezo ket treac’h d’ezhi. Ouspenn, me a roio d’id alc’hueziou rouantelez an env, da lavaret eo, galloud var an Iliz. Kement as pezo liammet var an douar a vezo liammet en envou ; ha kement as pezo diliammet var an douar a vezo diliammet en envou. Kement barnedigez a zougi var an douar a vezo cavet mad en envou. [1]

  1. Fillion, in Mat. XVI, 19.