Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/156

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 140 —

ho peus evit ne velot ket ? Diouscouarn, evit ne glevot ket ? Ha n’ho peus memor ebed ? P’am eus rannet pemp bara etre pemp mil den, ped panerad restadou hoc’h eus casset ganeoc’h ? » — « Daouzeg, emezho. » — « Ha p’am eus rannet seiz bara etre pevar mil den, ped panerad restadou oc’h eus casset ganehoc’h? » — « Seiz, emezho. » — « Penaoz eta ne gomprenit ket n’em eus ket comzet deuz bara, p’am eus lavaret d’ehoc’h : diouallit ouz goell ar Pharisianed hag ar Sadduceaned. » Neuze e comprenjont n’hen doa ket comzet deuz goell bara, mes deuz kelennadurez ar Pharisianed hag ar Sadduceaned. [1]

Dont a rejont da Vethsaïda, hag e oue digasset d’ezhan unan dall, hag her pedent da douch outhan. Jesus a gemeras dorn an hini dall hag he gassas er meaz euz ar geriaden. Goudeze e c’hlebias he zaoulagad gant glaour, hag o veza lakeat he zaouarn varnhan, e c’houlennas outhan ha guelet a rea eun dra bennag. Hen a zellas hag a lavaras : « Guelet a ran tud o vale henvel ouz guez. » Neuze e lakeas adarre he zaouarn var he zaoulagad. An hini dall a deuas da velet hag a oue pareet ker mad ma vele sclear peb tra. Jesus he gassas d’ar gear en eur lavaret d’ezhan : « Kea d’ar gear ; ha ma ’z ees er geriaden, ne lavar ger da zen. »


————
  1. Pa roent d’an dud kelennadurez Moyses, e ranket ho c’hredi (Mat. XXIII, 2} ; mes pa roont ho c’helennadurez ho-unan e ranker diouall outho.