Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/158

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 142 —

Neuze Jesus a zifennas grons ouz he ziskiblien lavaret da zen ez oa ar C’hrist. A-c’houdevez ec’h en em lakeas da ziscleria d’ezho e tlie mont da Jerusalem, ha gouzanv calz, ha beza distaolet gant pennou-bras ar bobl, gant prinsed ar veleien ha gant an doctored, ha beza lakeat d’ar maro, ha sevel beo d’an trede deiz. Dirag an holl e lavare an dra-ze. Per, o veza kemeret anezhan a gostez, a reas d’ezhan rebechou en eur lavaret : « Pell diouzoc’h kement all, Aotrou ; an dra-ze ne zigouezo ket ganehoc’h. » Jesus, oc’h en em zistrei hag o velet he ziskiblien, a lavaras da Ber gant eur vouez gourdrouzus : « Adrenv, Satan ; eur goall-scuer out evidon, rag ne danves ket traou Doue, mes traou an dud. »

Neuze Jesus a c’halvas ar bobl gant he ziskiblien hag a lavaras d’an holl : « Ma fell da unan bennag dont var va lerc’h, ra zeuio da renons d’ezhan he-unan, ra zougo he groaz bemdez ha ra heulio ac’hanon. Rag an hini a fell d’ezhan savetei he vuez er bed-man o tilezel ac’hanon, he c’hollo er bed all ; mes an hini a gollo he vuez abalamour d’in ha d’an aviel, he zaveteio. Petra ’ dal d’an den gounid ar bed holl ma teu da goll he ene ? Petra ’ roio evit dasprena he ene ? Rag Mab an den a deuio e gloar he Dad gant he elez, ha neuze e roio da beb hini hervez he oberou. An hini hen dezo kemeret mez ac’hanon ha deuz va c’homzou dirag ar ouenn avoultrerez-man ha pec’herez, Mab an den a gemero mez anezhan, pa deuio en he c’halloud, e gloar he Dad ha he elez santel. » Lavaret a rea ouspenn : « E