(S. Vaze, XV, 21-31 ; S. Marc. VII. 24-37).
O veza eat ac’hano, Jesus a scoaz varzu harzou
Tyr ha Sidon. Mont a reas en eun ti hag
e fellas d’ezhan ne c’houezfe den ebed. Mes ne
c’hellas ket chom cuzet. Eur baïanez deuz ouenn
ar Gananeaned, pe Zyro-phenisianed, hag a ioa
kemeret he merc’h gant eur spered hudur, a
deuas euz al leac’hiou-ze, kerkent ha ma clevas
hano deuz Jesus, a ieas en ti hag a stouas d’he
dreid en eur bedi anezhan ma cassje an diaoul
er meaz euz he merc’h. Lavaret a rea d’ezhan
en eur grial : « Bezit truez ouzin, Aotrou, mab
David, va merc’h a zo goall-voasket gant an
drouc-spered. » Jesus ne lavaras ger d’ezhi.
He ziskiblien a dosteas hag he bedas en eur
lavaret : « Cassit kuit anezhi, roit d’ezhi he goulen,
rag crial a ra var hol lerc’h. » Hen a respontas
d’ezho : « Ne d-oun casset nemed da
gaout denved dianket pobl Israel » [1] Ar
vaouez a dosteaz c’hoaz hag hen adoras adarre
en eur lavaret : « Aotrou, sicourit ac’hanon. »
Mes hen a lavaras d’ezhi : « Gortoz m’ho dezo
ar vugale, an Israelited, drebet avoalc’h, rag
n’eo ket mad kemeret bara ar vugale evit he
daoler d’ar chass, d’ar baianed. » Hi a respon-
- ↑ Jesus a gasso an Ebestel da zastum ar boblou en Iliz mes he-unan ne d-ei da glask nemet tud dianket Israel.