Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/150

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 134 —

gomz-se ? » Mes hen a respontas d’ezho : « Kement planteiz n’eo ket plantet gant va Zad, da lavaret eo, kement kelennadurez na deu ket euz Doue, a vezo diframmet. Lezit anezho : ar re-ze ’ zo tud dall a vlein tud dall. Hogen, ma ’z eo eun den dall blenier enn den dall, e couezint ho daou en toull. »

Neuze ez eas dioc’h ar foul en ti, ha Per a lavaras d’ezhan : « Displegit d’eomp ar barabolen-ze divarbenn ar pez a zaotr an den. » — « Ha c’houi ive, a lavaras Jesus, ne c’hellit ket compren c’hoaz ? Ne gomprenit ket ne c’hell ket an den beza saotret gant netra deuz ar pez a ia ennhan euz an dianveaz ? Rag ar pez a ia dre ar c’hinou a dremen er c’horf, ha n’e ket er galon, hag a dec’h en distro, goude dibab ar boued. Mes ar pez a deu euz ar c’hinou a deu euz ar galon, ha setu ar pez a zaotr an den. Rag euz calon an den e teu ar sonjou fall, an avoultraichou, an oberiou mezus, ar muntrerez, al laëronsi, an avaristed, ar fallagrieziou, an droumplerez, an hudurnez, an avi, ar fals testeniou, ar blasphemou, an ourgouill, an dallentez. An holl draou fall-ze a deu euz an diabarz hag a zaotr an den. Mes dribi eb beza goalc’het an daouarn ne zaotr ket an den. »


————