Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/152

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 136 —

tas : « Guir eo, Aotrou, mes ar chass bihan a zreb didan taol ar vistri ar bruzunennou a lez ar vugale da goueza. » Neuze Jesus a respontas d’ezhi : « O maouez, da feiz a zo bras. Abalamour d’ar ger-ze, ra vezo great d’id hervez da c’hoant. Kea, an drouc-spered a zo eat kuit euz da verc’h. »

Hag he merc’h a oue pareet d’an heur memez. Pa en em gavas er gear, e cavas ar plac’h yaouank gourvezet var he guele ha dilivret euz an diaoul.

Pa belleas Jesus deuz harzou Tyr, e teuas dre Zidon da vor ar Galilee, o tremen dre greiz an Decapol. Pignat a reas var eur menez hag ec’h azezas eno. Calz tud a deuas d’he gaout en eur zigass gantho re vut, re zall, re gamm, re glanvidic ha calz re all. Ho leda a rejont e harz he dreid, hag e pareas anezho.

Digass a rejont d’ezhan unan bouzar ha mut hag her pedent da lakaat he zorn varnhan. O veza her c’hemeret a gostez, er meaz deuz ar foul, e lakeas he vizied en he ziouscouarn hag e touchas ouz he deod gant glaour. Goudeze ec’h huanadas en eur zevel he zaoulagad etrezeg an env hag e lavaras : « Ephphetha », ar pez a zinifi : « Digor. » Kerkent he ziouscouarn a zigoras, liamm he deod a ziscoulmas, hag e prezege freas [1]. Gourc’hemen a reas d’ezho arabat lavaret netra da zen. Mes seulvui ma c’hourc’hemenne d’ezho, seulvuioc’h e skignent ar brud, ha seulvuioc’h e souezent o velet ar re

  1. An den-ze noa ket ganet bouzar ha mut. Maldonat, in Marc, VII, 32.