Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/145

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 129 —

bara beo a zo diskennet euz an env. Ma treb unan bennag deuz ar bara-ze, e vevo da virviken. Hogen, ar bara a roin eo va c’horf evit buez ar bed. »

Ar Jusevien a zavas tabut etrezho, hag a lavare : « Penaoz e c’hell heman rei d’eomp he gorf da zribi ? »

Ma ho doa clevet fall, Jesus a dlie ho difazia ; mes ne ket, clevet ho doa mad, ha Jesus a bouez muioc’h-mui.

Jesus eta a lavaras d’ezho : « E guirionez, e guirionez, me a lavar d’ehoc’h : ma ne zrebit ket corf Mab an den ha ne efit ket he c’hoad, n’ho pezo ket ar vuez ennhoc’h. An neb a zreb va c’horf hag a ef va goad hen deus ar vuez peurbadus, ha me ’ zavo anezhan beo d’an deiz diveza. Rag va c’horf a zo e guirionez eur bevans ha va goad a zo e guirionez eun efach. An neb a zreb va c’horf hag a ef va goad a jom ennon, ha me ennhan. Evel an Tad a zo beo hen deus va c’hasset, ha ma vevan dre an Tad a ro d’in a holl-viscoaz he natur Doue a zo ar vuez memez, evelse, an neb a zreb ac’hanon a vevo he-unan dreizon. Setu ar bara a zo diskennet euz an env. N’eo ket evel ar mann ho deus drebet ho tadou ha n’hen deus ket miret outho da vervel : an neb a zreb ar bara-man a vevo da virviken. »[1]

Lavaret a reas an holl draou-ze o kelen en eur synagog e Capharnam ; mes ne zisclerias

  1. N’eo ket red d’an dud fidel efa goad J.-C. dindan spes guin, avoalc’h eo d’ezho dribi he gorf dindan spes ar bara evit beva da virviken. — Conc. Trid.