Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/144

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 128 —

vel ar Mab hag a gred ennhan, ha me ’ zavo anezhan beo d’an deiz diveza. »

Ar Jusevien a c’hrosmole en he eneb, abalamour m’hen doa lavaret : « Me eo ar bara beo a zo diskennet euz an env ; » hag e lavarent : « Ha n’eo ket heman Jesus, mab Joseph, hon deus anavezet he dad hag he vamm ? Penaoz ta neuze e lavar : « Me a zo diskennet euz an env. »

Jesus a respontas d’ezho : « Na c’hrosmolit ket etrezhoc’h. Nicun ne c’hell dont davedon, ma n’eo ket sachet gant an Tad hen deus va c’hasset, ha me ’ zavo anezhan beo d’an deiz diveza. Scrivet eo er bropheted : an holl a vezo kelennet gant Doue. Dont a rei eun amzer, ha deut eo breman, ma vezo sclerijennet peb unan gant gras Doue. Kement hini ho deus silaouet an Tad hag ho deus desket ganthan a deu davedon [1]. N’eo ket m’han defe unan bennag guelet an Tad, nemet an hini a zo euz Doue ; hennez hen deus guelet an Tad. E guirionez, e guirionez, me a lavar d’ehoc’h : an hini a gred ennon hen deus ar vuez peurbadus. »

Jesus ne vag ket an eneou gant ar feiz ebken, mes ive gant he gorf hag he c’hoad, evel ma lavaras dioc’htu.

« Me eo ar bara a vuez. Ho tadou ho deus drebet ar mann en dezert, hag a zo maro. Setu ar bara a ziskenn euz an env evit ne varvo ket an hini a zreb anezhan. Me eo ar

  1. An den a c’hell chom eb silaou mouez ar c’hras. E giz ma lavar S. Bernard : den n’eo salvet en desped d’ezhan.