Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/143

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 127 —

Jesus a respontas d’ezho : « Labour Doue a zo credi en Hini hen deus casset. » Hi a lavaras d’ezhan : « Pe vurzud a rit evit ma c’hellimp guelet, ha credi ennhoc’h ? Petra ’ rit ? Hon tadou ho deus drebet ar mann en dezert, hervez m’eo scrivet : eur bara deuz an env hen deus roet d’ezho da zribi. » Jesus a lavaras dezho : « Moyses n’en deus ket roet d’ehoc’h eur bara deuz an env, mes va Zad a ro d’ehoc’h eur bara guirion deuz an env. Rag bara Doue eo an Hini a zisken euz an env hag a ro ar vuez d’ar bed. »

Hi a lavaras d’ezhan : « Aotrou, roit d’eomp bepred ar bara-ze. » Jesus a lavaras d’ezho : « Me eo ar bara a vuez : e giz ar bara a ro d’ar c’horf buez vresk ha berr ar bed-man, me a ro d’an eneou a gred ennon buez guirion ar c’hras ha buez peurbadus ar c’hloar. [1] An hini a deu davedon n’hen dezo ket a naon, hag an hini a gred ennon n’en dezo morse a zec’hed. Mes lavaret em eus d’ehoc’h, va guelet ho peus oc’h ober burzudou ha ne gredit ket. Kement a ro d’in va Zad a deuio davedon, ha ne daolin ket er meaz euz rouantelez an env an hini a deu davedon poulzet gant he c’hras. Rag diskennet oun euz an env evit ober, n’e ket va ioul, mes ioul an Hini hen deus va c’hasset. Hogen, ioul an Tad hen deus va c’hasset eo ne gollin nicun deuz ar re hen deus roet d’in, mes ma savin anezhan beo d’an deiz diveza. Ioul va Zad hen deus va c’hasset eo m’han dezo ar vuez peurbadus an neb a

  1. S. Cyrill, ap. Allioli, in Jo, VI, 35