Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/146

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 130 —

ket pennaoz e roje he gorf da zribi hag he c’hoad da efa. Ar Jusevien a grede ez oa hano ganthan da zribi he gorf lakeat e tammou.

O clevet anezhan, calz deuz he ziskiblien a lavaras : « Ar gomz-man a zo calet, ha piou a c’hell clevet anezhi ? » Jesus, o c’houzout ennhan he-unan e c’hrosmole he ziskiblien divar benn an dra-ze, a lavaras d’ezho : « An dra-ze a voall-scuer ac’hanoc’h ? Ha ma velit Mab an den o pignat el leac’h m’edo araog ? Penaoz neuze e credot ? Ar spered eo a ro ar vuez : Ar Spered-Santel a reio d’ehoc’h clevet va c’homzou ha credi ennho evit caout ar vuez ; ar c’horf n’eo mad da netra : Skiant an den, a zo hanvet corf er Scritur, n’eo ket mad da gass ac’hanoc’h beteg ar virionez-se. Ar c’homzou am eus lavaret d’ehoc’h a zo spered ha buez : C’houi a gred ez eus hano da zribi va c’horf lakeat e tammou ; en em fazia a rit : an traou a lavaran a zo dreist natur hag a ro ar vuez d’an ene. [1] Mes beza ’ zo en ho touez ha ne gredont ket.

Jesus a anaie azaleg ar penn-kenta piou ar re ne gredent ket ha piou a dlie he verza. Ha lavaret a rea : « Setu perag em eus lavaret d’ehoc’h ne c’hell nicun dont davedon ma n’eo ket roet d’ezhan gant va Zad. »

Azaleg neuze calz deuz he ziskiblien a ieas var ho c’hiz ha ne valeent ket mui ganthan. Jesus a lavaras eta d’an daouzeg : « Ha c’houi, fellout a ra d’ehoc’h ive mont kuit ? » Simon-Per a respontas d’ezhan : « Aotrou, da biou ez aimp-ni ? Beza ho peus comzou ar vuez peur-

  1. S. Iann Chrys. ap. Crampon, S. Jean, VI, 64.