Antronoz burzud ar bara, ar bobl a jome en
tu all d’ar mor hen doa guelet n’oa bag ebed
eno nemet unan, ha n’oa ket eat Jesus ennhi
gant he ziskiblien, mes n’oa eat kuit nemet he
ziskiblien. Bagou all a deuas euz Tiberiad
beteg al leac’h ma trebjot ar bara burzudus
goude m’han doa an Aotrou rentet grassou.
Pa velas eta ar bobl n’edo ket Jesus eno, nag
he ziskiblien, e pignjont er bagou hag e teujont
da Gapharnaum da glask Jesus. Ha p’her
c’havjont en tu all d’ar mor e lavarjont
d’ezhan : « Mestr, pe vare oc’h deut ama ? »
Jesus a respontas d’ezho : « E guirionez, e
guirionez, me a lavar d’ehoc’h, c’houi a glask
ac’hanon, n’e ket abalamour m’ho peus guelet
burzudou, mes abalamour m’ho peus drebet
deuz ar bara ha m’ho peus bet ho coualc’h.
Labourit, n’e ket evit ar bevans a ia da goll,
mes evit an hini a jom beteg ar vuez peurbadus
hag a roio d’ehoc’h Mab an den. Rag Doue an
Tad hen deus he verket gant he ziel, hen deus
discuezet, dre vurzudou, ez eo he gannad er
bed. » [1]
Hi a lavaras d’ezhan : « Petra ’ raimp evit ober labouriou Doue ? »
- ↑ Fillion, in Jo. VI, 27.