Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/141

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 125 —

cannaded, hag ho-unan, o redet dre ar vro-ze a bez, e tigassent euz peb tu, var gueleou, el leac’h ma clevent edo Jesus, kement den a ioa goall-dalc’het. E peb leac’h ma ’z ea, en tiegeziou, er c’heriadennou, er c’heariou, e lakeant ar re glanv var ar plassennou hag e pedent anezhan m’ho lezje da douch ha pa ne ve nemet ouz frezilloun he viskamant. Kement hini a douche outhan a veze pareet.


————