Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/140

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 124 —

Var dro ar pedervet loden deuz an noz, etre teir heur ha c’huec’h heur dioc’h ar mintin, evel m’ho doa great pemp var ’n ugent pe dregont stad, pemp pe c’huec’h quart leo, Jesus, o velet anezho o rouenvi gant poan, a deuas d’ho c’haout en eur vale var ar mor.

Mennout a rea dibasseal anezho. Mes hi, pa veljont anezhan o vale var ar mor hag o tostaat ouz ar vag, a gemeras aon, hag en ho strafil e lavarent : « Eun teuz eo ! » Hag e taolent iouadennou a spont. Kerkent Jesus a gomzas outho hag a lavaras : « Bezit fizians ; me eo, na gemerit ket aon. » Per a respontas : « Aotrou, mar d-e c’houi eo, gourc’hemennit d’in mont d’ho caout var an dour. » — « Deus, emezhan. » Per a ziskennas euz ar vag hag a valeas var an dour evit mont da gaout Jesus. Mes o velet nerz an avel e crogas aon ennhan, hag e giz ma vouelede dija, e crias : « Aotrou, saveteit ac’hanon ! » Dioc’htu Jesus, oc’h astenn he zorn, a grogas ennhan, hag a lavaras d’ezhan : « Den a neubeut a feiz, perag e peus discredet ? »

An diskiblien a fellas d’ezho he gemeret er vag, ha pa bignas gant Per, an avel a davas hag ar vag a en em gavas kerkent en aod, el leac’h ma ’z eant. Bez’ ez oant calz muioc’h souezet, rag n’ho doa comprenet netra e burzud ar bara : ho c’halon a ioa dallet. Dont a rejont da stoui dirazhan en eur lavaret : « E guirionez, c’houi eo Mab Doue. »

Goude an treiz, ec’h errujont e Jenezareth hag e touarjont. Tud ar vro a anavezas Jesus ractal ma tiskenjont euz ar vag. Cass a rejont