Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/139

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 123 —

daou besk ; mes petra eo an dra-ze etre kement all a dud ? » Jesus a lavaras : « Digassit anezho d’in, ha grit d’an dud azeza dre vodad var al leton glaz. » Rag calz ieot a ioa el leac’h-ze. An ebestel a zentas hag a lakeas anezho da azeza dre rummad a gant hag a antercant.

Neuze Jesus a gemeras ar pemp bara hag an daou besk, ho bennigas en eur zellet ouz an env, ho rannas hag a roas an tammou d’he ziskiblien evit ho lakaat dirag ar bobl. Holl e trebjont hag e torrjont ho naon. Pa ouent leiz, e lavaras d’he ziskiblien : « Destumit ar restadou, evit ne ’z eint ket da goll. » Destum a rejont anezho hag e cargjont daouzeg paner gant ar restadou a jomas varlerc’h ar pemp bara heiz, goude ma trebas an holl. Hogen, pemp mil den a zrebas, eb niveri ar merc’hed hag ar vugale.

Pa velas an dud-se ar burzud hen doa great Jesus, e lavarent : « Heman eo e guirionez ar prophet a dle dont er bed. » Jesus o c’houzout e tlient dont d’he gemeret ha d’he lakaat da roue, a reas d’he ziskiblien pignat er vag ha mont en he raog en tu all d’al lenn, da Vethsaïda ar Galilee, epad ma cassje kuit ar bobl. Ha p’hen doa casset kuit ar bobl, e tec’has he-unan er menez da bedi.

Dioc’h an noz eta an diskiblien a ziskennas d’ar mor, ha pignet er vag, e verdeent varzu Capharnaüm, eun tammig izeloc’h eged Bethsaïda, ha Jesus, chomet he-unan en douar, n’oa ket deut d’ho c’haout. An denvalijen a ioa couezet ; an avel a ioa eneb hag a c’houeze crenv ; ar mor a zave hag ar vag a ioa taolet ha distaolet gant an tarziou.