Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/14

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
− XII −

ato eb Aviel. Kelennadurez an Iliz a zo avoalc’h evit digass beteg ennomp guirioneziou ar feiz. Abalamour da ze, holl gomzou Hor Zalver hag an holl guirioneziou a zo bet desket d’an ebestel gant ar Spered-Santel n’int ket bet scrivet. An ebestel ho-unan a lavar ne gaver ket en ho scridou kement a zell ouz ar feiz hag ouz ar vuez christen (2 Thess. II, 14 ; 2 Tim. II, 2 ; 3 Joan. 12-13), mes e ranker ive taoler evez ouz ho frezegennou. Tadou pevar genta cantved an Iliz a lavar gant eur vouez ez eus meur a greden n’int deut beteg ennho nemet a rumm da rumm dre gelennadurez an Iliz.

7 — Ar pevar Aviel lakeat en unan

Azaleg Tatian e penn kenta an Iliz (160) beteg hirio ar gristenien ho deus ato clasket lakaat ar pevar Aviel en unan, abalamour d’ezho da velet gant eun taol lagad kement a zo scrivet ennho divarbenn Hor Zalver hag he gelennadurez. D’am gouiziegez, n’oa levr ebed c’hoaz e brezoneg ha ne roje buez Jesus-Christ nemet gant geriou an Aviel. Setu perag em eus sonjet lakaat ar pevar Aviel en unan, en doare an neubeuta dibarfet ma c’hellen hag oc’h en em harpa peurvuia var zynopsis an A. Filion, beleg S. Sulpis. P’am eus lavaret eun dra bennag ac’hanon va-unan evit scleraat an Aviel, em eus ato lakeat va c’homzou e lizerennou dishenvel evit ma c'houezo peb unan n’emaint ket er Scritur Sacr. Oc’h ober al labour-man n’em eus bet ken c’hoant nemet