Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
− XIII −

sicour ar Vretoned, va breudeur, da « anaout guirionez ar gelennadurez ho deus bet » digant hor Mamm Zantel an Iliz, egiz ma lavar S. Lucas e penn kenta he Aviel. Ouz hor Mamm Zantel an Iliz ive e fell d’in senti bepred e peb barnedigez a c’hell dougen divarbenn al levr-man. Ma cav mad anezhan, me ’ gavo mad anezhan ; ma cav fall anezhan, me ’ gavo fall anezhan.

————