Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
− XI −

ar baianed a dle credi ennhan, pe ne c’heller credi e den ebed nag e levr ebed.

5 — Ar Spered-Santel hen deus sicouret an Avielerien da scriva

An Avielerien a zo bet douget gant Doue da scriva ha sclerijennet ganthan var ar pez a dlient lakaat en ho scridou. « Ar Spered-Santel, a lavar Leon XIII, hen deus douget an dud-se da scriva, ha pa scrivent, hen deus sicouret anezho gant eur c’hras dreist-naturel, en hevelep doare ma ho deus clevet mad, ha discleriet gant guirionez, ha merket eün ha difazi kement a felle da Zoue ha netra nemet ar pez a felle da Zoue lakaat anezho da lavaret. » [1] An Aviel eta a zo bet great gant Doue dre zaouarn an Avielerien. Discuez a c’heller e meur a c’hiz ez oa deread bras e vije cuzuliet ha sclerijennet an Avielerien gant ar Spered-Santel. Goulzgoude n’eus ken nemet an Iliz hag a c’hell deski d’eomp mad avoalc’h ez eo an Aviel great gant Doue en doare m’am eus lavaret. Hogen, discleriet he deus ar virionez-se ouspenn eur vech, ha dreist-holl e Concil ar Vatican (1870).

6 — Holl guirioneziou ar Feiz n’emaint ket en Aviel

Epad deg vloaz da neubeuta an Iliz he deus bevet eb Aviel, ha memez he dije gellet beva

  1. Encycl. Providentissimus Deus.