Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/134

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 118 —

peoc’h var an douar : n’oun ket deut da zigass ar peoc’h, mes ar c’hleze. Rag deut oun da lakaat an den a eneb he dad, hag ar verc’h a eneb he mamm, hag ar verc’h-gaër a eneb he mamm-gaër ; enebourien an den a zo evelse tud he di. Va diskibl a vezo cassaet memez gant tud he di. An hini a gar he dad pe he vamm muioc’h egedon n’eo ket din ac’hanon ; hag an hini a gar he vab pe he verc’h dreiston n’eo ket din ac’hanon ; hag an hini ne gemer ket he groaz ha n’am heul ket n’eo ket din ac’hanon. An hini a zaveteio he vuez er bed-man o tilezel ar feiz, he c’hollo er bed all ; hag an hini a gollo he vuez, abalamour d’in-me, he zaveteio. An neb ho tigemer am digemer ; hag an neb am digemer a zigemer an hini hen deus va c’hasset ! An neb a zigemer eur prophet, abalamour ma ’z eo eur prophet, hen dezo digoll eur prophet ; hag an neb a zigemer eun den just, abalamour ma’z eo eun den just, hen dezo digoll an den just ; hag an neb a ro da efa da unan deuz ar re vihan-ze, ha pa ne ve nemet eur verennad dour ien, abalamour ma ’z eo va diskibl, hen dezo he zigoll. »

P’han doa Jesus peur-roet he gentelliou d’an daouzeg abostol, ez eas kuit ac’hano evit kelen ha prezeg e keariou ar vro. An diskiblien ive a ieas dre ar c’heariou da brezeg ar binijen hag an aviel. Pellaat a reant calz diaoulou deuz corfou an dud, leda ’ reant oleo var galz tud clanv, evit merka a ziaraog sacramant an Nouen [1], hag e pareent anezho.


————
  1. Conc. Trid. sess. XIV, de sacr. Extr. Onct. C. I.