Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/135

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


PEVARZEGVET PENNAD
Merzerenti S. Iann Vadezour
(S. Vaze XIV, 1-12 ; S. Marc. VI, 14-29 ; S. Lucas, IX, 7-9).
————


En amzer-ze ar roue Herodes a glevas hano deuz Jesus ha deuz kement a rea ; rag he vrud a ioa skignet. Nec’het oa, abalamour darn a lavare : « Iann Vadezour a zo savet a douez ar re varo ; » darn all : « Elias a zo en em ziscuezet ; » ha darn all : « Eur prophet, unan deuz ar re goz, a zo savet beo. » O clevet kement-se Herodes a lavaras da dud he balez : « Dibennet em eus Iann ; piou hennez ta a glevan hevehep traou anezhan ? Iann Vadezour eo, an hini am eus dibennet ; savet eo a douez ar re varo, ha setu perag e ra burzudou. » Hag e claske guelet Jesus.

E guirionez, Herodes hen doa casset tud da gemeret Iann, d’he jadenna ha d’he daoler er prison, abalamour da Herodiades, pried he vreur Philipp. Dimezet oa ganthi, ha Iann a lavare d’ezhan : « Pec’hed eo did caout pried da vreur. » Herodiades a stigne lassou da Iann hag a c’hoantea he laza ; mes ne c’helle ket. Rag Herodes a zouje anezhan, o c’houzout ez oa eun den just ha santel. Derc’hel a rea anezhan er prison, ober a rea calz traou var he c’her, hag he zilaou a rea a galon vad. Pa zavas c’hoant ganthan d’he lakaat d’ar maro, hen devoue aon rag ar bobl, rag an holl a gemere Iann evit eur prophet.