Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/133

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 117 —

all. E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, n’ho pezo ket peur-c’hreat keariou Israel, pa deuio Mab an den da zismantra Jerusalem ha da beurgass d’an traon rouantelez Israel. » [1]


3 — Kentelliou da brezegerien an aviel e peb amzer

« An diskibl n’eo ket dreist he vestr, nag ar servicher dreist he aotrou. Avoalc’h eo d’an diskibl beza evel he vestr ha d’ar servicher beza evel he aotrou. Ma ho deus hanvet an tad a famill Beelzebub, pegement muioc’h tud he di ? N’ho pezet ket aon razho. N’eus netra goloet em c’helennadurez ha ne dle beza discleriet ; netra cuzet ha ne dle beza anavezet. Ar pez a lavaran d’ehoc’h en denvalijen, lavarit er sclerijen ; ar pez a glevit en ho scouarn, prezegit var an toennou.

» N’ho pezet ket aon rag ar re a laz ar c’horf, mes ne c’hellont ket laza an ene : bezit aon kentoc’h rag Doue, an hini a c’hell coll ar c’horf hag an ene en ifern,

» Ha ne vez ket daou filip evit eur guenneg ? Goulzgoude unan anezho ne gouez ket d’an douar eb aotre ho Tad. Evidoc’h-c’houi, memez bleo ho penn a zo great an niver anezho holl. Bezit eta eb aon : c’houi a dal muioc’h eged meur a filip. Piou bennag am anzavo dirag an dud, me hen anzavo dirag va Zad a zo en envou ; mes piou bennag am nac’ho dirag an dud, me hen nac’ho dirag va Zad a zo en envou.

» Ne zonjit ket e ven deut da zigass ar

  1. Fillion, in Mat. X, 23.