Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/132

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 116 —

anezhan ha lavarit : peoc’h d’an ti-man. Ha ma ’z eo din an ti-ze, ho peoc’h a deuio varnhan : mes ma n’eo ket din, ho peoc’h a deuio varnhoc’h. Ma ne zigemerer ket ac’hanoc’h ha ne zilaouer ket ho comzou, it er meaz euz an ti-ze, pe ar gear-ze hag hejit ar boultren deuz ho treid e testeni en ho eneb. E guirionez, me a lavar d’ehoc’h, da zeiz ar varn e vezo great goassoc’h d’ar gear-ze eged da vro Sodom ha Gomorrh. »


2 — Kenteliou evit an amzer ma prezegint d’ar boblou

« Setu e cassan ac’hanoc’h evel denved e touez bleizi. Bezit eta eveziec evel aëred ha didroidel evel coulmed. Diouallit ouz an dud. Rag ober a reint d’ehoc’h mont dirag ho leziou-barnedigez, hag ho scourjeza a reint en ho zynagogou. Abalamour d’in-me e viot casset dirag pennou kear hag ar rouaned, evit beza testou va c’helennadurez dirazho ha dirag ar baïaned. Pa viot lakeat etre daouarn an dud, ne zonjit ket petra da lavaret na penaoz hel lavaret : d’an heur-ze e vezo lakeat en ho spered petra da lavaret : rag n’eo ket c’houi a gomz, mes Spered ho Tad a gomz ennhoc’h. Goulzgoude ar breur a gasso ar breur d’ar maro, hag an tad he vab ; ar vugale a en em zavo a eneb ho c’herent hag ho lakeio d’ar maro. C’houi a vezo cassaet gant an holl abalamour d’am hano. Mes an hini hen dezo dalc’het mad beteg ar fin a vezo salvet. Pa viot goall-gasset en eur gear, tec’hit da eun