Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/131

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


TRIZEGVET PENNAD
Cannadur ha kenteliou roet d’an ebestel (S. Vaze, X, 1, 5-42 ; XI, 1 ; S. Marc, VI, 7-13 ; S. Lucas, IX, 1-6).).
————


Jesus a c’halvas an daouzeg abostol hag a roas d’ezho galloud var an holl sperejou hudur evit cass kuit anezho, ha nerz da barea an holl glenvejou hag an holl fallenteziou. Goudeze e cassas anezho daou ha daou da brezeg rouantelez Doue ha da barea an dud clanv.

O cass an daouzeg, Jesas a roas d’ezho ar gemennadurez-man.


1 — Kenteliou evit an amzer neuze

« Na gerzit ket e bro ar baianed ha ne d-it ket e keariou ar Zamaritaned, mes it kentoc’h var zu an denved a zo collet euz ti Israel. Dre ma ’z eot, prezegit er giz-man : rouantelez an envou a zo tost. Pareit ar re glanv, digassit e buez ar re varo, purit ar re lor, cassit kuit an diaoulou : roit evit netra ar pez oc’h eus bet evit netra.

» N’ho pezet nag aour, nag arc’hant, na mouniz en ho couriz, na sac’h evit an hent, na bara, rag al labourer a virit he vevans. N’ho pezet na diou zae evit en em viska, na baz nemet oc’h red, na boutou, mes sandalennou. E kement kear pe geriaden ma ’z eot, goulennit piou an den a zoare ebarz, ha chomit en he di beteg ma ’z eot kuit. En eur vont en ti, saludit