Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/130

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 114 —

gant he gelennadurez, a lavare : « Euz a beleac’h e teu da heman kement all ? Petra eo ar furnez-se a zo roet d’ezhan ? Ha petra eo ar burzudou-ze a zo great ganthan ? Ha n’eo ket eur micherour, mab eur micherour ? Ha n’eo ket he vamm hanvet Mari ? He gendirvi, ha n’int ket Jakes ha Joseph, Simon ha Jud, bugale Mari Cleophas ? He ginitervezed, ha n’emaint ket holl en hon touez ? Euz a beleac’h ta e teu da heman kement all ? »

Eur mean-stok oa evitho. Steki a reant ouz izelded he c’hinivelez ha ne deuent ket d’ar feiz. Jesus a lavaras d’ezho : « Eur prophet n’eman eb enor nemet en he vro, en he di hag en he gerentiez. » Ne reas ket eno calz a vurzudou abalamour d’ho discredoni. Eun neubeut tud goan ebken a bareas en eur astenn varnho he zaouarn. Souezet oa gant ho speret difeiz.

Ha Jesus a ieas euz an eil kear ha keriaden d’eben evit kelen en ho zynagogou, embann kelou mad ar rouantelez ha parea peb clenved ha peb fallentez. O velet foul an dud, hen doa truez outho, abalamour ma ’z oant goasket hag en em lezet-holl evel denved ha n’ho doa ket a bastor. Neuze e lavaras d’he ziskiblien : « An eost evit guir a zo bras, mes al labourerien a zo neubeut anezho. Pedit eta mestr an eost ma casso labourerien en he eost. »


————