Pajenn:Caer - Pevar Aviel.djvu/129

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


DAOUZEGVET PENNAD
Pareans daou zen dall. Pareans unan mut kemeret gant an diaoul. Jesus a zistro da Nazareth hag a ra eun trede tro er Galilee. (S. Vaze, IX, 27-38 ; XIII, 54-58 ; S. Marc, VI, 1-6).
————


Evel Jesus a iea kuit ac’hano, daou zen dall a heulias anezhan en eur grial : « Mab David, bezit truez ouzomp ! » Pa en em gavas en ti, ar re zall a dosteas outhan. Jesus a lavaras d’ezho : « Credi a rit-hu e c’hellan ober an dra-ze evidhoc’h ? » — « Ia, Aotrou, emezho. » Neuze e touchas ouz ho daoulagad en eur lavaret : « Ra vezo great d’ehoc’h hervez ho feiz. » Hag ho daoulagad a zigoras d’ar sclerijen. Jesus a lavaras d’ezho gourdrouzus : « Diouallit na c’houezfe den. » Mes en eur vont kuit ec’h hadjont he vrud dre ar vro-ze a bez.

Goude m’oant diloc’het, e oue lakeat dirazhan eun den mut a ioa an diaoul ennhan.

Jesus a gassas kuit an diaoul, hag ar mut a barlantas. An dud a lavare gant estlamm : « Biscoaz n’eus guelet kement all en Israël. » Mes ar pharisianed a lavare : « Dre brins an diaoulou e cass kuit an diaoulou. » Ato ar memez drouc-comz heuzus. O veza pelleat ac’hano, ez eas d’he vamm-bro, heuliet gant he ziskiblien. Kelen a rea e synagog Nazareth, hag an dud a jome estlammet. Eun deiz Sabbat, calz deuz ar re her silaoue, souezet